Devezhioù ar glad e bourzh ar vag grilheta Cap Sizun
Devezhioù ar glad a oa e-pad an dibenn sizhun. Marteze ho peus bet tro da bourmen en ul lec'h dic'hortoz e Breizh ? Ar gevredigezh « Langoustier Cap Sizun » e Gwaien a ginnige d'an dud dizoloiñ ur Sloup, ur vag grilheta bet savet e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 diwar bigi pesketa hengounel ar bloavezhioù 1930. Jean-Yves Lautredou a zo ezel deus ar gevredigezh, selaouomp anezhañ.
Jean-Yves Lautredou a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.